Istor Al Liamm
            Difluket eo Al Liamm Tír Na nÓg diwar kengej teir c'helaouenn a oa bet krouet goude ar Brezel : Al Liamm, Tír na nÓg ha Kened. D'ar mare se e oa gwall ziaes kaout paper ha ne oa ket deuet mat embann skridoù e brezhoneg.
            
                E miz Genver 1945 e voe krouet Tír na nÓg   e Roazhon gant Ronan Huon ha Paol ar Gourriereg, kelenner e Lise   Roazhon. Ronan   Huon a oa studier e skol-veur Roazhon d'ar c'houlz-se. Divyezhek e oa   nav niverenn   gentañ Tír na nÓg (Baradoz ar Gelted, hervez mojennoù   kozh Iwerzhon).
                Kened a oa bet krouet gant Pêr Denez hag Arzel Even e Roazhon hag Al     Liamm a oa bet savet e Pariz gant Pêr ar Bihan hag Andrev   Latimier.   E brezhoneg penn-da-benn e oa an div gelaouenn-se. Da gentañ e voe un   emglev   gant Kened hag e 1948 e voe kendeuzet Al Liamm ha Tír     na nÓg.
            
Pa zeuas er-maez niverenn 50 Al Liamm e 1955 e lavaras Ronan Huon, rener ar gelaouenn, e oa 465 koumananter. Gant an niverenn kant e oa bet tizhet 500 koumananter. Diwar profoù ar goumananterien vrokus e voe lakaet ar gelaouenn da vevañ. Panevet se ne vije ket bet anezhi moarvat.
            
                Hiziv an deiz ez eus ouzhpenn 500 koumananter d'ar gelaouenn.   A-viskoazh   ez eus bet tud a youl vat oc'h ober war he zro, ha morse n'o   deus bet   an disterañ gwenneg evit o labour hag o foan.
                Pêr ar Bihan a reas war-dro ar merañ e-pad bloavezhioù,   skoazellet tro-ha-tro gant Loeiz Bihannig, Yann-Bêr d'Haese,   Didier   ar Go, Erwan Tranvouez, Briag Cherel. Reizhet e veze darn eus ar skridoù     hag an notennoù gant Andrev Latimier.
            
                Liesseurt eo bet a-viskoazh ar pennadoù bet embannet   e-barzh Al Liamm e-kerzh ar 80 vloaz tremenet. 1399   skrivagner   zo bet renablet ganeomp. Barzhonegoù a vez hogos bep tro. Re Maodez   Glanndour,   Roparz Hemon, Ronan Huon, Pêr Denez, Pêr Diolier, Youenn Gwernig zo   bet evel-just ha meur a varzh all abaoe. 
                
                Troidigezhioù a vez ingal ivez. Evel evit Gwalarn   gwechall                       ez int prenistri digor war ar bed en-dro deomp. 
                Danevelloù, studiadennoù war al lennegezh (re Reun ar C'halan da   skouer), war ar brederouriezh (re Fañch Kerrain), eñvorennoù   beaj, pennadoù skridvarn ha notennoù a c'haller lenn ingal. Ul liamm   eo an notennoù etre ar vrezhonegerien ha pouezus eo evidomp kaout   keleier a bep seurt, soñj hag ali hor c'houmananterien.
                
                Bremañ ez eus 128 pajenn e pep niverenn, da lavaret                       eo war-dro 800 pajenn ar bloaz. Un niverenn ispisial   a vez                       aozet e-pad an hañv (deiz-levr beaj, romant pevar dorn, skiant-faltazi, pezh-c'hoari, hag all).
                Bep tro ivez ec'h embannomp skridoù aozet gant   skrivagnerien                       nevez hag alies nevez-vrezhonegerien pa gav deomp ez   eo pouezus                       evit ar re yaouank gellet lakaat embann o skridoù   buan                       a-walc'h. Ma chomont kloz en urzhiataer ha diembann, ne dalvezont netra, anat. Gant ar re yaouank eo emañ amzer da zont hor yezh.
            
E 2011 e oa bet anvet kentañ implijiad Al Liamm abaoe krouidigezh ar gelaouenn. Raktresoù niverus a zo war ar stern hag a vo kaset da benn gant e labour ha skoazell ar skipailh (lec'hienn nevez, stumm nevez ar gelaouenn, hag all). Emañ teñzor ar brezhoneg etre daouarn ar vrezhonegerien.