Krouerien Al Liamm
79 vloaz zo ez eo bet krouet Al Liamm, hag a vloaz da vloaz eo bet sikouret ar gelaouenn gant kenlabourerien a bep seurt. Setu un nebeud re anezho, bet pouezus evit ar gelaouenn.
A-us : Loeiz Bihannig, Albert D'Haese,
Andrev Latimier ha Ronan Huon er bloavezhioù 1980
Bet rener ar gelaouenn Al Liamm. Skrivañ a reas ar pennadoù-stur kentañ (niverenn 1 betek an niverenn 7). Divankañ ar pennadoù a reas goude hag aozañ niverennoù klok ivez.
Rener ar gelaouenn Tir-na-Nog da gentañ penn ha rener Al Liamm Tir-na-Nog pa oa bet kendeuzet an div gelaouenn. Betek ar bloavezh 2003 e voe rener ar gelaouenn.
Skoazeller feal adal ar penn kentañ. Sekretour, teñzorer ha merour ar gelaouenn e voe e-pad pell. E karg eus ar c'houmanantoù e voe ivez. Sevel a rae ur c'halz eus an notennoù.
Skriverezañ ha moullañ a reas al liketennoù-kas eus 1991 betek 2002.
Yann Thomas : aozer liketennoù-kas eus an niverenn 45 betek an niverenn 53
Gab Cherel : teñzorer ar gelaouenn etre 1966 ha 1975 (niv. 117-173)
Didier ar Go : sekretour etre 1990 ha 1997 (niv. 206/61-300)
Alan Dipode : kenlabourer etre 1998 ha 2000 (niv. 308/9-321)