Implij an toupinoù war lec'hienn Al Liamm
Nebeut-tre a doupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ.
O vezañ ma kinnig Al Liamm krouiñ ur gont war hol lec'hienn e vez dastumet un nebeud titouroù (hoc'h anv, anv-bihan, ho chomlec'h postel). An titouroù all (a denn d'ho koumanant) a zo meret gant binvioù diavaez. Ar gerioù-kuzh a zo gwarezet dre hachañ anezhe.
Gant binvioù diavaez e reomp evit merañ ar c'houmanantoù d'ar gelaouenn ha kas posteloù.
Kontoù war lec'hienn Al Liamm
Ma kevreit war lec'hienn Al Liamm e vo digoret un dalc'h (PHPSESSID), rediet groñs evit kenderc'hel da vezañ kevreet en ur verdeiñ war al lec'hienn. Diverket e vo an toupin-mañ kerkent ha serret ho merdeer ha roadenn bersonel ebet a vez miret ennañ:
• Hoc'h ID en diaz
• Al login ho peus dibabet
• Niverenn fin ho koumanant
Stadegoù al lec'hienn
Hep toupinoù na roadennoù personel e vez muzuliet heklev al lec'hienn-mañ. Evit kement gweladenn e vez jedet ur roud dizanv adalek ur "fingerprint" ennañ ment ar skramm, donder al livioù, an niver a brosesoroù poellek, ar RAM, an niver a "boentoù pouezañ" war ar skramm, an OS, anv ha doare ar merdeer. Neblec'h e vo kavet ho chomlec'h IP. Diverket e vez ar roud-se bep devezh kentañ ar miz.
Ma fell deoc'h merdeiñ war hol lec'hienn hep bezañ kontet en hor stadegoù e c'hallit diweredekaat ar Javascript (merdeer Tor, meziantoù stankañ).
Dre vras e klask Al Liamm dastum an nebeutañ posupl a roadennoù personel. Klask a reomp ivez ober gant ar servijoù retañ hepken, ha dibab a reomp ar re o deus brud vat hag a zo dieub. N'eus tamm bruderezh ebet war hon lec'hienn ha n'eus tamm skript ebet o tont eus an diavaez a c'hallfe dastum roadennoù eus o zu.
Ar roadennoù a viromp war hon lec'hienn ne vezont ket gwerzhet nag eskemmet. Chom a reont e kerc'henn Al Liamm hepken. Herberc'hiet eo hol lec'hienn war ur servijer personel meret ganimp penn-da-benn.
Mar fell deoc'h gouzout hiroc'h, diverkañ ho kont pe ho titouroù e c'hellit dont e darempred ganeomp dre bostel.