Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg -
Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Diverradenn an niverenn ziwezhañ

Golo

Al Liamm niverenn 476

Setu erru an hañv ha niverenn nevez Al Liamm gantañ.

Kregiñ a raimp gant div varzhoneg. Kaset e vezer dre soñjoù du Magali Baron e Kantik an delezioù ha war hent Ar Redadeg ! gant entan Gwenola Kerrain.

Trompilhoù ar vrud a vo kanet e brezhoneg a-drugarez da Vark Kerrain, diwar ganaouenn vrudet Georges Brassens.

Ar vrud, just a-walc’h, eo an hini a vez tamallet e danevell Denez Bodat, Baleadenn ouzh skleur al loar. Skrijus ha didruez e c’hall ar vrud bezañ pa dro da fall. R. J. Kernoa a gont deomp, en he danevell Distro ar marc’h, istor Loeiz o vont da gerc’hat e varc’h bet rekizet e-pad en eil Brezel-bed gant an Alamaned. Distreiñ a raio gant e varc’h Pilo, met gant ur souezhadenn all, unan hag a hejo eñvorennoù a glaske ankouaat. Kenderc’hel a reomp gant Deizlevr ur chaoker soñjoù – Mae-Ebrel, gant Riwal Huon. Ur preti war an aod e deroù an hañv, ur pred aozet gant tud ur gêriadenn… pep degouezh boutin, ordinal, a zo un digarez da sellet ouzh ar vuhez. Gant Dewi Siberil ez eer war roudoù Ar Redadeg 2028. Ni eo ar brezhoneg ! a ziskouez deomp pegen gwan e c’hall bezañ ar pezh a soñj deomp bezañ gounezet war dachenn ar stourm sevenadurel.

Ur stourmer dibleg ha didrouz a oa eus Loic Corlouer, aet da Anaon e miz Ebrel 2026. En eñvor Loic Corlouer zo bet skrivet gant Herve Bihan, mignon bras dezhañ.

Katell ha Glenmor, sed aze pezhig-c’hoari fonnus, farsus ha fromus Goulc’han Kervella, bet skrivet goude ur pennad-kaoz gant ar varzhez marvet e 2024.

Lakaet e vez ac’hanomp da brederiañ war stad an traoù etre Breizh (hag ar rannvroioù all) hag ar Stad c’hall. Frañs : pemp trec’h un adkreizenniñ didrouz ? a oa bet skrivet gant Gérard-François Dumont evit ar gelaouenn Population & Avenir, ha troet evit Al Liamm gant Herve Latimier.

An holl a anavez Anatol ar Braz (1859-1926). Evit lidañ kantvet deiz-ha-bloaz e varv e vez lâret deomp gant Herve Bihan perak e oa ken pouezus e labour, evitañ e-unan hag al lennegezh vrezhonek war un dro.

Echuiñ a ra an niverenn gant an Heklev Sevenadurel evel kustum. En A-dreuz lenn ha Petra nevez ? e vo kavet un toullad skridoù-barn ha keloù ar vro en Notennoù.

Lennadenn blijus deoc’h !


Skipailh Al Liamm



Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2018