Pennadoù al lec'hienn
|
N'eus ket keit-se en doa Goulc'han Kervella kaset ul lizher din. Kinnig a rae lakaat war lec'hienn Al Liamm ur vann-dreset bet embannet e 1978 war ar gelaouenn Yod-Kerc'h diwar-benn ar brezel 14. Un tamm lorc'h a oa ennon e vije bet plijet Goulc'han gant ar vann-dreset-se ha dalc'het soñj anezhi ouzhpenn-se. Kaer am boa bet klask an tresadennoù orin, tra n'em boa kavet avat. N'emañ ket dastumad klok Yod-Kerc'h ganin kennebeut, setu me paket berr.
Ha setu ma voe kaset din gant Goulc'han luc'heilennoù bet graet gantañ e stal ar Vro Bagan e Plougerne.
D'ar wech on bet nec'het hag enkrezet gant ar brezel-se, gant tonkad ar paourkaezh paotred yaouank-se bet kaset d'ar marv gant jeneraled a ouie ervat n'o doa tost da vat chañs ebet da zistreiñ bev.
E-barzh ma levr barzhonegoù Glizi em boa skrivet ur varzhoneg skrijus a-walc'h - D'hor bugale marv en alfo - ha nevez zo em boa bizskrivet levr Abeozen Dremm an Ankoù ; lennet em boa karnedoù brezel Loeiz Herrieu ivez (war hol lec'hienn emaint) ha gant-se e oan c'hoazh er brezel daonet-se hag enkrez ennon...
Tudual Huon