Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg -
Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Al Liamm - Pennadoùigoù

Pennadoù al lec'hienn

Eus ar vammenn d'ar stêr n'eus 'met an dalc'husted evit mont gant an hent



Ganet on bet e Douarnenez e 1948 met bet o vevañ e bannlev Pariz betek ma zri bloaz warn-ugent. Ma zad a oa eus Bro-Elsas, graet anaoudegezh gant ma mamm pa oa bet kaset da Gemper a-raok ar brezel evit e labour. Me 'gred en defe karet chom da vevañ e Breizh met ne oa ket da choaz, kaset e oa bet da Angers ha war-lerc'h da Bariz goude ma oa distroet eus ar c'hamp-bac'h e 1945. Ma mamm-hi he doa bet ur vuhez start en he bugaleaj hag en he yaouankiz. Eus Prevel er C'hab e oa he familh met ganet e oa bet e Douarnenez ma oa deuet he zud-kozh da chom. He zud a oa skolaerien o-daou, e skol ar Republik, setu moarvat, daoust ma n'ouzon netra resis war-se, e tlee bezañ galleg ganto nemetken. Met marvet e oant abred-tre, hag adal he femp bloaz e oa bet desavet ma mamm gant he zud-kozh. Peseurt yezh a oa etrezo o-zri er vuhez familh n'ouzon ket. Kalz a vrezhoneg sur a-walc'h rak ma mamm-guñv (eus Sant-Voran) ne oa ket bet er skol, ha ma zad-kuñv ne rae nemet gant ar brezhoneg en e vicher galvez. Soñj am eus bezañ klevet ma mamm o kontañ ez ae d'ar foarioù pell hag e lavare n'en doa tamm mizer evit kompren brezhoneg an dud. Konter a-zoare e oa ha ma mamm neuze he doa desket gantañ hag a gonte din ur bern koñchennoù ha rimodelloù pa oan bihanik. Hi 'oa bet er skol lik hag eno he doa desket galleg dre ret, met kuitaet he doa da zaouzek vloaz evit sikour he mamm-gozh da zerc'hel ar stal ispisiri-butun-merserezh. Aze ne oa nemet brezhoneg rak ar braz eus ar pratikoù ne ouient ket galleg. Gant se ez eus bet atav chomet ganti ur galleg kammik, roudoù ar brezhoneg garanet don enni. Ne oa ket ganti ar pezh a lavarer « galleg Douarnenez » al lañgach brudet-se, ma vez roet stumm gallek da lod eus ar gerioù, met kentoc'h e vanke gerioù dezhi ha neuze e rae gant ar brezhoneg pa veze sac'het.

Pa oan bihan, ha ni o chom pell eus ar vro koulskoude, ez ae e brezhoneg ouzhin pa ne veze ket an tad er gêr. Me 'gav din e oa kalz aesoc'h dezhi. Hag ivez, dre ma n'he deus biskoazh gellet en em voazañ eno e oa moarvat un doare da zerc'hel an taol. Distreiñ a raemp d'ar vro evit ar vakañsoù (hir e oant da neuze) ha neuze e kleven brezhoneg gant an holl amezeien. Er vannlev e oa ma mamm deuet a-benn da gavout koñversanted brezhoneger ha kellies ma veze tro e veze brezhoneg ganti neuze. Gant ma breur henañ, dek vloaz warnon, ez ae e galleg gant aon en defe diaezamant er skol. Ha ganin eo bet memestra adal m'on bet er skol kentañ-derez. Ma 'm eus komprenet mat e oa bet ur seurt diktat embannet gant ma zad, ha diaes-spontus eo bet dezhi. Meur a wech he deus bet truchet, e kuzh dezhañ, gant al lezenn-se. Hag a-wechoù e c'hoarveze ganti ouzh taol lezel ur ger pe un droienn bennak da achap ha neuze e kleven ma zad o lâret : « Parle français à tes enfants, on n'est pas chez les ploucs. » Ar frazenn faeüs-se zo chomet evel ur gor ennon e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù. Abalamour d'ar boan a rae d'am mamm evel-just met ivez peogwir ne gomprenen ket penaos e c'helle lâret seurt tra pa ne veze ket jenet-eñ o plantañ alamaneg er gaoz. Gant ar frazenn-se e oa ganet ar youl ennon da gomz brezhoneg da vat. Met ret e oa deskiñ, ken skort e oa ar pezh a ouien ! Kroget e oan gant pennadoù Per-Jakez Helias a lennen bep sizhun gant ma mamm er gazetenn « La Bretagne à Paris ». Goulennet em boa ganti ivez adkontañ he c'hoñchennoù kozh din hag e lakaen anezho dre skrid. Sur a-walc'h ne oa ket brav ma doare-skrivañ da welet ! Goude-se em boa laeret digant ma breur e c'heriadur Roparz Hemon ha kentelioù Visant Seite. Prenet e oant bet gantañ met e gwirionez ne oa ket dedennet ha buan-tre en doa o dilezet. Diwezhatoc'h, e-pad ma studioù, e Pariz atav, e oan kroget gant Skol Ober ha kendalc'het meur a vloaz. Muioc'h a aket a lakaen gant ar c'hentelioù-se eget gant ma studioù Skol-Veur !

Hag a-benn ar fin e oa sonet kloc'h an distro d'ar vro ! Tri bloaz warn-ugent e oan da neuze. Etretant e oa cheñchet kalz an traoù. Daoust ma oa c'hoazh brezhonegerien e-leizh tro-dro din, e veze ret bountañ ha sachañ evit o lakaat da vont e brezhoneg er-maez eus o zi. Erru ar skinwel gall e pep lec'h. Ret eo lâret ivez ne oa ket deuet mat ar yezh abalamour da istorioù ar brezel. Buan e vezed lakaet da « otonomist » ha daoust d'an amzer o vont e-biou e chome ar rakvennozh-se don e penn ar rummad tud o doa bevet ar prantad-se, ha memes e veze treuzkaset ganto d'ho bugale. Ha pa soñjer ervat e pad c'hoazh gant tud zo...

Bremañ 'z eus war-dro pemp bloaz ha tregont em eus graet eus ar brezhoneg yezh ma buhez pemdez, kement ha m'eo posupl atav. Hag e-pad koulz lâret kement a vloavezhioù on bet o kelenn e brezhoneg pe o kelenn ar brezhoneg. Hir ha skoasellek eo bet an hent met gouest on da lâret, hep tamm brabañserezh, ha lorc'h ennon memes, em eus sevenet ar promesa am boa graet ouzhin ma-unan pa oan krennardez. Brezhonegerez on, hag evurus gant an dra-se. Al levrioù skrivet ganin n'int ket ar pep disterañ eus an eurvad-se, ha pa rafent din kompren, didruez ar gentel, ne vo biken fin d'an deskiñ...

Evit distreiñ gant ma zad, hag a zo penn-kaoz pep tra en ur mod, em eus c'hoant da gontañ an dra-mañ evit klozañ : pa oa erru ma mab en e dri bloaz, hag eñ brezhoneger koulz ha galleger ha latenn spontus en div yezh, en doa ma zad disklêriet an dra-mañ din : « Quand j'entends cet enfant parler si facilement deux langues et quand je pense que mes propres enfants auraient pu en posséder trois et que je l'ai empêché, je me dis que j'ai été un fieffé imbécile. » Tost da bevar-ugent vloaz e oa da neuze. O klevet an anzavadenn-se, ouzhpenn bezañ fromet don ha bamet gant e galon e oa bet sonnaet ennon ar youl da vont war-raok kousto pe gousto. Ya, talvezet e oa ma dibab plac'hig ha talvezout a rafe da viken.



Postmaster - Aozadur al lec'hienn - Darempred - Al Liamm 2018