Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg -
Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Katalog an embann

Arctic Pilgrim

gant Kristian Braz


13.00 €



Pa ra Ewen Ramsay anaoudegezh gant ar Skosad Duncan Mackay, war-zigarez un abadenn en ostaleri Aber, en deus ar santimant dizoleiñ un tamm eus e wrizien­noù a-berzh tad, skosat eñ ivez. Met kalz pelloc’h e vo kaset ar studier yaouank.
Rak genidik e oa John Rae eus an enezeg Orkney, evel Duncan. An hini, a lavarer, en dije dizoloet, en XIXvet kantved, “Hent-treizh ar Gwalarn”, a gasfe ar bigi betek Azia.
Pa vo pedet Ewen gant Duncan da gemer perzh en ur veaj war hent John Rae en Arktika, evit buheziñ skiantourien ha tou­risted pinvidik, ne soñj ket dezhañ en em gavout e-kreiz ur jeu politikel o trenkaat.

Tro-ha-tro e ra Kristian Braz al liamm etre buhez ha dizoloadennoù John Rae en XIXvet kantved en Arktika, ha politikerezh ha daeoù an hin hiziv an deiz en douaroù-se.



Titouroù



Isbn
978-2-7368-0193-9
Danvez
Bloaz
2025
Ment
13x20x1.4 cm
Pouez
228 g
Pajennoù
200


Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2018