Katalog an embann
Krommennoù
gant Padrig Drean
9.00 €
Bed ar varzhed a zo par d’ul liorzh kaer ma teu ar balafenned da vleuniaoua enni hep tamm repoz keit ma n’o deus ket bet o gwalc’h diwar chug sasun ar bleunioù. Bed ar varzhed a zo chouk a c’herioù n’int ket tonket da chom en ur gaoued rak kantren a reont ivez, kaset ha degaset ma vezont gant barroù avel rust, luskellet gant son ur gitar pe hini ur c’hwitellig iwerzhonat, pe c’hoazh kilhet gant redadenn al loar en oabl. Tonket eo an had da deurel had evel m’eo tonket barzhoniezh Padrig Drean da dregerniñ en hon fenn ha pa santfemp eveltañ stroñs plakennoù tektonek hon spered o c’hoari las.
Titouroù