Ar gelaouenn sevenadurel e brezhoneg -
Bep eil miz - Koumanantit ! 35€ nemetken !

Al Liamm - Gevred ha skridoù diechu all

Katalog an embann

Gevred ha skridoù diechu all

gant Roparz Hemon


12.00 €



Kalz traoù a zo bet skrivet diwar-benn Roparz Hemon ha kalzik a vezo skrivet c’hoazh evel-just. Marteze a-walc’h en em gavo an dibab skridoù-mañ e gouloù meur a hini, meulerien pe droukprezegerien anezho. Soñjit ervat ! Barzhonegoù divrazet, romantoù diechu... Estreget ur rener, ur “mestr”, ur stourmer divrall ez eo bet Roparz Hemon eta, ur skrivagner kizidik hag un den diasur a-wechoù.Daou-ugent vloaz zo e oa aet Roparz Hemon da Anaon e Dulenn. Dibenn ur vuhez bet gouestlet d’ar brezhoneg, diwezh ur c’henlabour fonnus gant Al Liamm. Romantoù, danevelloù, pezhioù-c’hoari, barzhonegoù, troidigezhioù... Ouzhpenn 150 pennad gantañ a zo bet embannet en hor c’helaouenn. Al Liamm n’eo ket Gwalarn nag Ar Bed Keltiek ha Roparz Hemon « ... n’eo ket heol Breizh ez eo », met fellet ez eus deomp degas da soñj emaomp-holl e dle ar Breizhad bet adkavet Breizh gantañ tost kant vloaz zo.

Titouroù



Dastumer.ez
Isbn
978-2-7368-0127-4
Danvez
Bloaz
2018
Ment
13x20x1.1 cm
Pouez
176 g
Pajennoù
148


Postmaster - Diwar-benn an toupinoù - Darempred - Al Liamm 2018